dcsimg

Naria irrorata ( Breton )

provided by wikipedia BR

Naria irrorata a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Naria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin divoutin eus Polinesia Gall an hini eo.

Taksonomiezh

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea.[2]

Dont a ra an anv irrorata eus al latin irroratio a dalv douraat.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Naria irrorata o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea irrorata Gray, 1828 anv an diskrivadenn hag anv implijet gant ar re ne impll nemet ur genader c'herentiad.
  • Erosaria irrorata (Gray, 1828) anv aet da get evit poent

Bevoniezh

Kregin brav ha bihan eo an Naria irrorata. Kavet e vezont war an aod dindan nebeut metroù donder er c'horailh ha spouennoù mor. Lodenn vrasañ ar c'hregin a vez kavet marv.

Ment

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 10 ha 13 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm gour, pe ramz, betek 17 mm.

Gwelout ivez

Naria ostergaardi spesad all ar genad,

Purpuradusta serrulifera, ur spesad gant tresadennoù ha livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo lec'hel-tre e Polinezia C'hall er Meurvor Habask

Skeudennoù

Notennoù ha daveennoù

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 07 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=573906(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Naria irrorata: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

Naria irrorata a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Naria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS. Ur spesad kregin divoutin eus Polinesia Gall an hini eo.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR